Tuchenn Mikael

Tuchenn Mikael gant Youenn Gwernig

Mintin abred on bed va unan

Kichen chapelig Sant Mikael

Ha tro war dro ar vrumenn

A stanke din prenestr ar bed

 

Avel ebed war gern an duchenn

Na trouz ebed oa tro war dro

Ar balan sonn er vrumenn

Ha war ar brug perlez ar glao

 

Prened e oa dor ar chapelig

Med Sant Mikael n´oa ket chalet

Ha ni hon daou er vrumenn

Da gana brav oam n´em lakaet

 

Mikael ha me da vad o kana

Eur werz diwar benn an arme

Soudarded dall er vrumenn

E pep korn ar Menez Are

 

Med ouz an oabl an heol a zave

Ken splann ha ´vid ar wech kenta

Hag eur wech sa´ed ar vrumenn

N´oa med denved ´var ar mene´

Ajouter un commentaire